Deiziadur republikan gall

Ur skouerenn eus an Deiziadur republikan, e mirdi istor Lausanne.

An Deiziadur republikan gall a oa un deiziadur a voe krouet hag implijet da vare an Dispac'h gall, goude staliadur ar republik e Bro-C'hall. Implijet e voe e-pad 12 vloaz, adalek dibenn 1793 betek 1805, hag e-pad 18 devezh gant Kumun Pariz e 1871.

Ijinet e oa bet evit diverkañ ar roud eus ar gouelioù relijiel diouzh an deiziadur hag evit lakaat da dalvezout ar sistem dre zek, a oa bet lakaet da dalvezout evit ar muzulioù (metr, litr, lur gall...).

Gant an Deiziadur republikan gall e voe kemmet anv ar mizioù hag an devezhioù. Rannet e oa ar bloavezh etre daouzek miz, tregont devezh e pep hini, gant pemp pe c'hwec'h devezh ouzhpenn, anvet Sans-culottides, e dibenn ar bloavezh.
Pep miz oa rannet etre tregont devezh (teir gwezh dek). Anvet e oa an devezhioù-se gant anvioù savet diwar elfennoù latin : primidi, duodi, tridi, quartidi, quintidi, sextidi, septidi, octidi, nonidi, décadi. An dekvet devezh-se a oa lakaet evit derc'hel lec'h ar Sul. D'an devezh-se e ranke an holl diskuizhañ ha kemer perzh er c'hoarioù gourc'hemennet gant ar gouarnamant. Paouezet e voe d'ober gant an anvioù-se e 1802 (bloavezh X).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne